Zero klok

Ar zero klok eo ar gwrezverk izelañ zo. Dre genemglev e talvez -273,15°C pe 0 K (kelvin)[1]. Met ivez 0 °R (war skeuliad Rankine) ha –459.67 °F (war skeuliad Fahrenheit). Ar gwrezverk izelañ eo en un doare asimptotek. N'haller ket he zizhout ha damkanel eo penn-da-benn. E 2003 ez eur deuet a-benn da ziskenn betek 450pK (0.45nK)[2] e labourva enklaskoù ar "Massachusetts Institute of Technology" (MIT) a-drugarez d'ur skipailh renet gant loread priz Nobel ar fizik, Wolfgang Ketterle. Da 0K, war ar skeul vakroskopek, n'eus ket ken en un danvez an energiezh (pe gwrez) ret evit derc'hel meur a live energiezh vikroskopek. Emañ an holl rannigoù a ya d'ober anezhañ (atom, molekul) er memes stad a energiezh bihanañ (stad diazez). Kement-se a zegas un entropiezh null dleet d'ar fed ma n'heller ket lakaat kemm etre ar rannigoù er memes live energiezh-se diazez ha gant un difiñvded klok, er ster klasel. Met e gwirionez e ouzer, hervez ar fizik kwantek, o dez atav ar rannigoù ur c'hementad fiñv n'eo ket null hervez pennaenn an amzivin (Heisenberg).


  1. (fr) BIPM (bureau international des poids et mesures)
  2. (en) MIT team achieves coldest temperature ever

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne